difraeoù melestradurel

PASEPORZH HA KARTENN ANV

Ne vez ket graet mui war-dro ar goulennoù kartennoù-anv pe paserporzh e ti-kêr Pouldregad. Ret eo ober an difraeoù en tiez-kêr o deus aveadurioù evit kemer louc’hadoù, war emgav :
– ti-kêr Douarnenez : 02 98 74 46 00
– ti-kêr Gwaien : 02 98 70 08 47
– ti-kêr Kemper : 02 98 98 89 89.

Gallout a ra ar c’houlennerien kas rakgoulennoù enlinenn dre al lec’hienn www.ants.gouv.fr

Pezhioù da bouchas evit an holl c’houlennoù :
ar furmskrid rakgoulenn enlinenn moullet pe ar moullskrid a c’haller kaout en ti-kêr (cerfa niv. 12101*02 pe 12100*02)
ul luc’hskeudenn reolataet evit an teulioù-anaout
ur brouenn annez.

DIMEZIÑ ha pacs

Dimeziñ
Pe e vefec’h ur c’houblad heñvel pe disheñvel ho reizh e c’hallit goulenn dimeziñ, gant ma vo sevenet divizoù zo.

Penaos ober ?
bodañ ar paperennoù ret (gwelet al listenn amañ)
kas ho teuliad d’an ti-kêr
ma vez pep tra diouzh ar reoladoù e vo lakaet un deiziad dimeziñ neuze diwar emglev gant an ti-kêr.

Sinet eo bet ar garta Ya d’ar brezhoneg gant kumun Pouldregad ha, m’ho peus c’hoant e c’hallit goulenn ma vo graet ul lid-dimeziñ divyezhek e galleg hag e brezhoneg.

Ekag (Pacs)
Ur gevrat eo an emglev keodedel a gengred (Ekag). Skoulmet eo etre daou zen major, heñvel pe disheñvel o reizh, evit aozañ o buhez voutin.

Penaos ober evit skoulmañ un Ekag ?
bodañ ar paperennoù ret (gwelet al listenn amañ, cheñch a ra ar paperennoù hervez ho stad personel).
kit e darempred gant an ti-kêr da lakaat un emgav evit lakaat enrollañ an Ekag.

Evit gouzout hiroc’h war efedoù an Ekag (gwirioù sokial, efedoù kemedel, heuliadoù war ar glad…).

enroll soudard

Da betra e servij ? Evit tremen ar Bak, ar BEP pe an aotre-bleniañ e c’houlenner ouzhoc’h diskouez un testeni enrollañ. Da-heul an enrollidigezh-se e veoc’h enskrivet en un doare emgefreek war rolloù an dilennerien pa veoc’h 18 vloaz.

Pegoulz bezañ enrollet ? Adalek ar 16vet deiz-ha-bloaz ha betek 25 bloaz.

An difraeoù ? Graet e vez an difrae-se e ti-kêr er gumun m’emaoc’h o chom pe dre ar Genrouedad amañ. Ma’z oc’h minor e c’hall unan eus ho tud ober an difrae-se en ho lec’h hag hep ma vefec’h war al lec’h. Evit ho teuliad e vo ret deoc’h pourchas :
ur gartenn-anv pe ur paseporzh e talvoud
ul levrig familh hizivaet
ur brouenn annez.
Elfennoù diwar-benn ho live studi a vo goulennet diganeoc’h ivez evit klokaat ho teuliad.

Ha goude ? Ur wech graet an enroll soudard e roio an ti-kêr un testeni deoc’h. Gant an enroll soudard e c’hall ar velestradurezh, a-hend-all, gervel ar re yaouank d’an devezh difenn ha keodedouriezh (DDK / JDC).

Ha ma vez kollet ? Ret e vo deoc’h goulenn un testeni saviad melestradurel ouzh kreizenn ar servij broadel hag ar yaouankiz (KSBY / CSNJ) emaoc’h dindani, dre bostel pe dre lizher a-gevret gant un eilenn eus ho kartenn-anv.

enskrivañ war ar roll voterien

Evit votiñ en dilennadegoù politikel e ranker bezañ enskrivet war rolloù an dilennerien. En un doare emgrefreek e vez enskrivet ar re yaouank 18 vloaz (diouzh divizoù zo) hag an dud o deus akuizitet ar vroadelezh frañsez goude 2018. M’en em gavit en ur saviad all (dilojadeg, adkavout ar gwir da votiñ, keodedourien europat o chom e Frañs)… e rankit ober an difraeoù ret evit en em enskrivañ.

An teulioù goulennet :
– prouenn identelezh
– prouenn annez 3 miz kozh d’ar muia
– furmskrid cerfa niv. 12669.

Pelec’h en em enskrivañ ?
Pe en ti-kêr, pe dre ar Genrouedad amañ.

aotre bleniañ ha kartenn c’hris

Er Prefeti e vez meret an aotreoù-bleinañ hag ar c’hartennoù-gris.

Amañ, e lec’hienn ar gouarnamant, e c’haller ober difraeoù enlinenn.

bered

Gallout a reer mont er vered noz-ha-deiz.

An holl ditouroù a sell ouzh ar vered (kartenn ar bezioù, prizioù ar c’hoñsesionoù…).