DOUARNENEZ kumuniezh

5 kumun, 1 gumuniezh

E 1993 e oa bet krouet hor c’humuniezh-kumunioù. Douarnenez, ar Yeuc’h, Poullann ha Pouldregad a oa enni neuze. Kerlaz a oa deuet ganeomp e 1996. E 2018 e oa 18 245 annezad er gumuniezh-kumunioù.

Gouarnet eo Douarnenez kumuniezh gant ur c’huzul-kumuniezh. 26 dilennad zo ennañ, 13 eus Douarnenez (11 eus ar muianiver ha 2 eus an tu-enep) ha 13 eus ar c’humunioù a-ziwar ar maez (5 evit Poullann, 2 evit ar Yeuc’h, 2 evit Kerlaz ha 4 evit Pouldregad). Katell Chantreau hag Henri Savina, izili o-daou eus ar burev-kumuniezh, kerkoulz ha Ronan Kervarc’heg ha Julie Manneveau, zo o tileuriañ Pouldregad er gumuniezh.

Darempred :
Douarnenez Kumuniezh
75 Straed ar Vered
CS 60007
29177 Douarnenez Cedex
02 98 74 48 50
accueil@douarnenez-communaute.fr
www.douarnenez-communaute.fr

Digor d’an dud eus al Lun d’ar Gwener, eus 9e00 da 12e00 hag eus 1e30 da 5e30.

barregezhioù

Kemer a ra perzh Douarnenez Kumuniezh e mererezh madoù ha servijoù stroll ar c’horn-bro : merañ al lastez, produiñ dour mat da evañ ha puraat an dour, treuzkemm ekologel, diorren ekonomikel ha touristel, leurioù-degemer ar gantreourien, gwareziñ ha talvoudekaat an endro, lojeiz, hentoù a laz kumuniezhel, aveadurioù sevenadurel ha sport a laz kumuniezhel (plaenenn ar sportoù, stad dour), obererezh sokial a laz kumuniezhel, yaouankiz, magouri, teknologiezhoù ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ, mone-doneoù…

servijoù pennañ

Servij dour ha puraat : regie.eau@douarnenez-communaute.fr, 02 98 74 46 45

Lastezerezh Lannurgad : digor eus al Lun d’ar Sadorn eus 9e da 11e50 hag eus 2e da 6e50

Skoazell da nevesaat al lojeiz : habitat.conseil@douarnenez-communaute.fr

Magouri gumuniezhel : Liesdegemer, Ti ar Vugaligoù, 67 straed Laeneg e Douarnenez, multiaccueil@douarnenez-communaute.fr, 02 98 58 96 35

Servij titouriñ evit ar yaouankiz : Ti Charles Tillon, 18 straed Anatole France e à Douarnenez, sij@douarnenez-communaute.fr, 02 98 92 47 00 / 07 85 81 83 29

Magerezh embregerezhioù : territoire@douarnenez-communaute.fr, 02 98 74 44 51

Ti an douristed (+ stal SNCF) : www.douarnenez-tourisme.com, info@douarnenez-tourisme.com, 02 98 92 13 35

Stad dour : www.stadeaquatique.bzh