eIL DEREZ
TOST D’AN TI
E Douarnenez :
– ar skolaj lise Jean-Marie ar Brizh
– ar skolaj lise Lamennais (Santez Elesbed, Sant Bleiz)
E Poullann :
– ar skol diegezhel diwar ar maez (STM / MFR). Un STM zo ur skol laik, gant statud ur gevredigezh, a glask stummañ ha desevel yaouankizoù ha oadourien, hag ivez kavout ur plas dezho er gevredigezh hag e bed al labour.


un TAMM PELLOC’H
Emañ ar skolajoù e kefridioù an Departamant, hag al liseoù e re ar Rannvro.
Listenn skolajoù Penn-ar-Bed
Listenn liseoù Penn-ar-Bed
Listenn STM / MFR Penn-ar-Bed
KELENN DIVYEZHEK BREZHONEG-GALLEG
Er c’hentañ derez :
– klasoù divyezhek an deskadurezh-Stad : raktres digeriñ ur c’hlas divyezhek er skol Yves Riou, e Pouldregad, en distro-skol 2023. Da c’hortoz : er skol Fañch Gwilhou e Douarnenez / karter Poulldahu (02 98 92 09 84). Deskadurezh par-ouzh-par.
– skolioù Diwan e Pontekroaz, Plogastell-Sant-Jermen, Kemper. Deskadurezh dre soubidigezh e brezhoneg.
En eil derez :
– klasoù divyezhek an deskadurezh-Stad er skolaj Jean-Marie ar Brizh e Douarnenez. 6 eurvezh brezhoneg ar sizhun.
– skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper ha lise Diwan e Karaez. Deskadurezh dre soubidigezh e brezhoneg.
