glad
iliz sant ergaD
Dediet eo iliz parrez Pouldregad d’ur sant breton, Ergad (pe kentoc’h Tergad).
Ar pignon kornôg
Ar batis a vremañ, luziet-kaer a-fet e framm hag e istor, zo bet savet un darn anezhañ en XIvet-XIIvet kantved. En nev ez eus pileroù hag ur wareg romanek. Ar c’heur, gant e arkitektouriezh eus ar XIVvet kantved, a ziskouez holl zibarderioù skol Pontekroaz. Prenestr ar penn-chantele plat zo eus ar XVvet kantved. Evit an tour ouzh ar pignon kornôg a oa bet savet e fin ar XVIvet kantved : war ar fasadenn ez eus dek enskrivadur a c’haller heuliañ al labourioù ganto eus 1582 da 1589 ; an tour, eus 1595, zo e giz Kerne, hep garidoù, hag a zo stag outañ un tourig skalier kranennek. Ennañ emañ ar c’hloc’hdi ha dougen a ra ur gorzenn a seblant bezañ eus ar XVIIvet kantved ; un enskrivadur a zegas da soñj e oa bet savet ar chapel su e 1699 ; ar sakristiri gant un estaj hag ur siminal, e su ar c’heur, a seblant bezañ eus an XVIIIvet kantved.
Gwel eus ar c’hostez su
Ar c’houlzadoù sevel niverus-se a zispleg perak eo luziet ar batis, a zo bet adkempennet a-bezh e-kreiz an XIXvet kantved, evel m’en gweler gant chapel ar maen-badez, en norzh, a zoug an deiziad 1850, hag ar porched su a oa bet divontet ha renevezet e 1854. An dalc’h pennañ e oa adtapout an disheñvelder ledander etre an nev hag ar c’heur : ar chapelioù savet etrezo a stumm ur groazenn faos ha n’eo ket gwall vrav a-fet an arkitektouriezh.
Porched su
An teir elfenn dedennusañ e chom an tour, an nev hag ar c’heur. Ar fasadenn gornôg zo eus ur seurt hengounel e Breizh-Izel : ur vur dric’hornek vras ma’z eus un nor ha ne implijer ket alies, un tour o tougen ar c’hloc’hdi hag ar gorzenn a-us dezhañ. Ar pezh a zo dibar amañ eo an dousennad enskrivadurioù kizellet a ziskouez anvioù ar “fabrikoù” pe ar “rektorioù”, hag ar bloavezhioù a ro da c’houzout, bloaz-ha-bloaz, penaos ez ae al labourioù war-raok. El lodenn gornôg eus an nev gant kostezioù ez eus pileroù skouergornek gant ur golonenn lakaet e-barzh en tuioù bihan, en ur mod disimetrek : en norzh, un treuziad bihan ha goude-se daou vras ; er su, daou vras ha goude-se unan bihan. Al lodenn goshañ eus an iliz eo. Stummet eo ar c’heur ivez gant tri zreuziad gant kostezioù ; dibar eo ar pileroù eus skol Pontekroaz : eizh kolonennig a-spin, togennoù kinklet, gwaregoù-bolz bras e trede-poent. Daoust hag o lec’h orin eo pe e oant bet adimplijet ?
Ken dizunvan eo an arrebeuri hag ar savadur. E-leizh a zelwennoù zo eus ar XVIvet d’an XIXvet kantved. En o mesk e vo merzet un delwenn eus sant Youenn e maen (war roll ar monumantoù istorel), ur C’hrist ouzh ar groaz, ha delwennoù e koad liesliv eus sant Ergad, ar Werc’hez he bugel, sant Pêr, sant Sebastian, sant Matilin, santez Katell Aleksandria, sant Herbod, hag all hag all. An darn vrasañ eus an delwennoù-se zo bet “penturet” da-geñver ur renevezadur artizanel amparfal nevez zo. Eus ar gador-brezeg eus an XVIIIvet kantved ne chom nemet pevar fanell kizellet adimplijet en aoter e-tal an dud. Div veol-vaen lieskornek, e greunit kizellet, a rae evit oglennoù badeziñ (XVIIvet kantved ?). An holl werennoù-livet zo eus an XIXvet kantved hag a zeu eus atalieroù Antoine Lusson (Pariz, 1863) hag E. Lepêtre (Rouan, 1894). War an daou gloc’h e weler ar bloazioù 1811 ha 1961 (adteuzet diwar ur c’hloc’h eus 1786). Un teñzor orfeberezh gant pemp pezh eus ar XVIvet hag an XVIIIvet kantved ne c’hall ket bezañ gwelet.
Gwerenn-livet e foñs an absidenn
E foñs an iliz, ur maen kizellet eus an XIvet-XIIvet kantved a skeudenn ur c’houblad dañserien. Dizoloet e oa bet ar maen-se da-geñver al labourioù da gempenn an tour. Kizellet e oa bet delwenn sant Youenn er XVIvet kantved. Un delwenn maen liesliv eo, ar pezh a zo ur ral. Lakaet e oa bet war roll ar monumantoù istorel e 1925.
An tour
E 2000, ar Sauvegarde de l’Art français en doa paeet 10 671€ evit divontañ hag advontañ an tour. Evit derc’hel soñj eus al labourioù dreistordinal-se e oa bet graet ur video asambles gant ULBAM ar Gwaien. Hon tour-iliz n’eo ket hepken un tour maen diflach e-kreiz ar vourc’h. Bez’ ez eo da gentañ ur merk en istor, ha gant ar pezh a oa bet kavet e-pad al labourioù ez eus bet gallet mont un tammig pelloc’h en amzerioù koshañ. Bez’ ez eo ivez un test eus buhez ar barrez hag ar gumun.
ar maen kouez
Etre fasadenn norzh an iliz hag ar parklec’h, e c’halloc’h gwelet ur maen kouez. Hendad ar mekanikoù da gannañ eo, en ur mod…
Anv zo eus un dar vaen e stumm ur bladenn ouzhpenn ur metr a dreuz gant un tevder eus 20 da 30 cm. Un dek santimetr bennak diouzh ar bord e red un andenn pe ur c’han gant 1 cm pe 2 a zonder (hervez ar mein e c’hall bezañ kanioù all oc’h andenniñ), hag a rann an dar e meur a lodenn. Echuiñ a ra ar rouedad-se gant ur flutenn rikamanet mui pe vui. A-wechoù e vez kleuzet un tamm bihan tout al lodenn e-barzh an andenn-dro. E gwirionez n’eo an dar-mañ nemet al lodenn n’eo ket kollidik, ar foñs evit dastum doureier ar c’houez. En andenn-dro e veze lakaet ur bailh-kouez graet diwar ur varrikenn didalet ha ne chome nemet an tuf hag ar c’helc’hioù anezhi.
Ar c’houezioù bras
Gwechall, ouzhpenn ar c’hannañ sizhuniek, e veze graet kouezioù bras, an eil en nevezamzer hag egile en diskar-amzer. Kalz traoù a veze da brientiñ ha goulennet e veze sikour an amezeien.
War an dar e oa ar bailh en e blas, en oaled e-kichen e oa un tan mat evit tommañ an dour. Ul liñsel-gouez a warnise ar bailh penn-da-benn hag ennañ e lakaed e gwiskadoù lerc’h-ouzh-lerc’h an traoù a oa da walc’hiñ. Goude ur gwiskad kentañ gant lien, liñselioù, krezioù… e skuilhed ludu tan, a oa leun a botas hag e lakaed dour tomm warno. Goude-se e lakaed un eil gwiskad lien. Ha kement-se betek ma oa leun ar bailh. Chom a rae da c’holeiñ pep tra gant bordoù al liñsel-gouez ha choukañ kement-se gant ur maen pounner.
An dour tomm skuilhet war-c’horre hag en doa treuzet ar gwiskadoù lien ha ludu a veze adtapet dre flutenn an dar en ur pod bennak. Tremen a rae meur a wech lerc’h-ouzh-lerc’h dre ar bailh. Tamm-ha-tamm e rae an dour hag al ludu o labour. Miret e veze an dour lous, leun a botas, evit ober un temz anvet ar skloag, ha klask a veze warnañ gant al legumajerien. Goude riñsañ pep tra e veze sec’het ha gwennaet al lien hag al liñselioù, astennet dindan an heol war geot plasenn an iliz.
Ober a raed evel-se ivez evit gwennaat an neud lin hag ar c’hanab.
An dar gouez tost d’an iliz eo an hini a oa da gentañ er presbital kozh a oa bet gwerzhet evel mad broadel e-pad an Dispac’h, ha goude-se prenet gant Alexis Olivier Verchin, kabiten kozh gant Surcouf, a zo stag e vaen-kañv ouzh fasadenn su an iliz.
Bez’ ez eus daroù kouez all er gumun : unan en he flas c’hoazh e meilh Dremibrid en ti kouez kouezhet en e boull, e Keralenn hag e Listri Vras, e Pouldahu e meilh Gergesten.
Mammennoù : “Labourerien an douar hag ar mor : Pouldregad-Pouldahu eus ar Renad Kozh da 1940”, embannet gant ar gevredigezh Amzer gwechall, hag André Kervareg.
sant prim
Darn a ra sant Prim anezhañ, re all Santig du. Kuzhet eo en un neizhiad glasvez, a-dreñv ar poull-kannañ a zo en ardraoñ ar vourc’h. Ur gannerez kozh, Monique Jaouen, he deus kontet e istor. Prometet en doa he faeron penaos, ma tistroe e vab eus ar brezel (hini 1914-18 moarvat), e lakafe sevel un delwenn a vefe lakaet en ul lec’h tremen da drugarekaat an neñv evit bezañ gwarezet e vugel. Ar mab a zeuas en-dro, hag an tad a zalc’has d’e bromesa ha lakaat ar sant e-tal ar poull-kannañ.
E 1998 e oa bet kont eus ar sant er c’hazetennoù : “steuziet eo sant Prim !” E miz Ebrel 1999, Lucien Roparz, person Douarnenez, en doa graet ur c’hemenn enklask abalamour da anavezout un delwenn kavet ouzhpenn bloaz a oa e maezioù Ploare. Ur c’hazetenner eus Pouldregad en doa bet soñj neuze eus steuzidigezh sant Prim daou vloaz a-raok. Evel-se en doa gallet sant Prim adkavout e blas tost d’ar poull-kannañ, gwarezet ar wech-mañ gant barrennoù evit n’afe ket da bourmen ken…
Mammenn : Jacqueline Floc’h (Amzer gwechall)
ar poulloù-kannañ
Meur a boull-kannañ a gonter er gumun : e Kerampab (e traoñ ar c’hoad), Botkarn, Bodonab, Kerlaouered, Kergerc’hent, Moustoulgoad, Kerustum, Kervidinig, ar C’hestell. E Moustoulgoad ez eus ouzhpenn un oglenn da eogiñ ar c’hanab.
Gant ar poulloù-kannañ en ardraoñ ar vourc’h (e traoñ an ti-kêr a vremañ) o doa gallet kalz maouezed eus Pouldregad, dreist-holl an intañvezed hag ar re a oa klañv o gwaz, kaout ul labour paeet. Un obererezh ekonomikel pouezus e oa. Ar c’hannerezed, maouezed eus ar vourc’h, a ganne bep sizhun lien ar familhoù bourc’hizien eus Douarnenez. Goude-se e veze douget al lien e karrigelloù betek ur park dic’hounit anvet park kalet evit lakaat anezho da sec’hañ. Ar c’hannerezed a baee o skodenn, evit kaout an aotre da staliañ o orjalenn er park, dre un nebeud devezhioù labour e ti ar perc’henn. Bep sizhun e veze graet un droiad e kêr gant ul labourer-douar hag e garr (ha diwezhatoc’h gant ur c’hamion) evit degas al lien fresk d’ar familhoù eus Daouarnenez ha kemer ar balodadoù lien da gannañ.
Er bloavezhioù 1960 e oa bet savet ur poull-kannañ all, e beton, gant ur mirlec’h dour a-us dezhañ, a implijer bremañ da zourañ ar bleunioù ; lamet eo bet ar poull-kannañ.
ar maneroù kozh
Meur a vaner kozh meur a gantved a gaver er gumun :
– maner Mogerveur
– maner Kergelenenn
– maner ar C’hestell
– maner ar Gilli
– maner Tremibrit
– maner Kervern
– maner Kloareg
– maner Kergov
– maner Kerampab (pe maner Penc’hoad).
ar c’hroazioù maen
Ouzhpenn ar c’halvarioù a weler er vourc’h hag e chapel Sant Wendal, Pouldregad he deus miret teir eus he c’hroazioù kozh :
– er gornôg da gêriadenn Kerlivid (gant ar bloaz 1583, adsavet e oa bet e 1872)
– tost d’ar C’hrec’h, war bord an hent a gas eus ar vourc’h da Gerampab (koshoc’h moarvat)
– e toull gwenodenn ar C’hoedig (aet e oa he fenn da get ha renevezet eo bet aketus gant an ao. Brun).
Ne chom roud ebet eus ar groaz a vefe bet savet, hervez an hengoun, war-hed 300 metr diouzh Krec’h Waien, el lec’h ma vefe en em ziskouezet ar Werc’hez da Vikael an Noblez.
faoueg keranpab
Ar faoueg a oa war douaroù maner Kerampab (deuet da vezañ maner Penc’hoad) ma kaved feurmoù Lanrieg, Kerampab, Kerilio, ha hini ar maner. Prenet e oa bet gant ar gumun e 1981.
Ul lec’h d’ober festoù : abaoe 1981, gouel ar C’hlaziked, a veze dalc’het e porzh ar skol bublik, zo aet d’ar faoueg, gant abadennoù brav-kenañ. Al lec’h zo bet prestet ivez gant ar gumun evit aozañ festoù prevez. Eno e oa bet dalc’het kentañ chanter kenemprañ kanton Douarnenez asambles gant Kan ar Mor hag ULBAM ar Gwaien. Staliet ez eus bet ur wikefre yac’husaat emren ha deuet ez eus ur bloc’h yec’hedel e-maez an douar. Eno e oa bet free parties bihan ivez. Hiviziken e vez implijet ar faoueg gant ar c’homite buheziñ evit aozañ ar c’hoari klask ar vioù.
chapel Sant Wendal
Skouergornek eo tres ar chapel-mañ. Dediet eo da sant Wendal, anvet ivez Gwenal pe Gwenael. Outi e weler bloazioù niverus hag a verk ar prantadoù sevel. 1591 ha 1592 a verk savidigezh ar murioù kostez, hag en hini a zo en norzh ez eus un nor bet stoufet pa oa bet savet aoter ar Pardonioù e 1881 gant Jean-Marie Abgrall. Un darn eus pignon ar reter a oa bet adkempennet e 1607. Er c’hornôg, war a seblant, ar fasadenn a-bezh a oa bet adsavet hag ar c’hloc’hdiig bihan, savet e 1633, a verk fin al labourioù.
Lidet e vez ar pardon d’an eil Sul a viz Here. Dont a rae ar birc’hirined da bediñ sant Wendal evit pareañ an urloù hag ar remm, ha da evañ dour ar stivell a strink e penn traoñ ar c’hloz. Pedet e veze ar sant gant ar glañvourien pareet a leze o flac’hioù evel gouestloù. En ardraoñ ez eus ur c’halvar eus 1655 deuet eus atalieroù Roland Doré e Landerne.
Div zelwenn maen-raz liesliv eus korn-bro Saintes, eus ar XVvet kantved, zo anvet unan anezho Intron-Varia Remengol. Enskrivet ez int war roll ar monumantoù istorel. Savet e oa bet ar gwerennoù-livet e 1992-1993 gant an atalieroù CH. Robert ha treset gant A. Ronan. An temoù o deus roet lec’h da virvidigezh an arzourien : birvilh an dour, tour Pouldregad, kalvar Lanrieg. Al leurennadur a ziskouez ar bannieloù hag ar gwiskamantoù. Ouzhpennet ez eus bet bigoudenned bihan. Ne blije ket ar folkloraj-se d’ar person, met ne oa ket ali ar feizidi gantañ, setu ma oa bet dalc’het gant an treser. Delwenn ar sant, e stumm ur c’houronker, anvet « sant Wendal bihan », zo dibar ken-ha-ken. Adlakaet a vez an delwenn en he flas orin war ar feunteun pa vez pardonioù.
Hiziv an deiz emañ chapel Sant Wendal war tachenn kumun Douarnenez. Distaget e oa bet diouzh parrez Pouldregad pa oa bet krouet kumun Pouldahu e penn kentañ an XXvet kantved. Goude-se e oa bet staget Pouldahu ouzh Douarnenez, evel Treboul ha Ploare. Kalz a boan o doa bet parrezianed Pouldregad oc’h asantiñ e vefe distaget Sant Wendal diouto. Setu ma oa bet graet un dro-noz, nebeut war-lerc’h ma oa bet distaget ar c’humunioù, evit laerezh banniel Sant Wendal ha kas anezhañ da iliz Pouldregad. Ne oa bet kavet un diskoulm d’an draen-fuilh-se nemet un nebeud bloavezhioù zo gant distro ar banniel d’e chapel orin.