GWENODENNOÙ BALE
HENT AR MEILHOÙ
Hent ar meilhoù en deus 12 km a hirder pe dost. Gantañ e c’haller ober anaoudegezh gant takad norzh ar gumun dre wenodennoù koadek a-hed meur a stêr vihan. Adalek parklec’h an iliz, goude bezañ treuzet ur vanellig en ardraoñ dezhi, kit a-gleiz ; tremen a rit dirak poull-kannañ ar gumun dindan gwarez Sant Prim. Kendalc’hit war-eeun war-zu Kergoneg, ha goude-se ar Presbital kozh (La Chesnaye), kendalc’hit war-eeun c’hoazh ha troit a-gleiz o heuliañ ar balizennoù. Ur wenodenn goant a heuilh ar Stalaz. War-lerc’h an dreuzell, kit a-zehou, ha goude-se a-gleiz e difourk ar C’hestell. Da-geñver meilh ar C’hestell, kit a-gleiz ha kendalc’hit war-eeun a-hed ur c’hant metr bennak. Goude-se, troit a-zehou en ur wenodenn a hed ur wazh-dour. Ur wech erru e Pont Kroez, kit a-zehou dre ar wenodenn meinet. Skeiñ a rit war-zu Meilh ar Roz a c’hoarioc’h an dro anezhi dre an tu kleiz. Kit war-zu Meilh ha Maner Tremibrit. Pignit gant an hent ha troit a-zehou. Hedit lodennaoueg Kervoannou, treuzit an hent-departamant 143 evit erruout war hent Kloareg, ha goude-se troit a-gleiz dre hent Pontoulleg. Kendalc’hit war-eeun betek kroaz Lanrieg ha troit a-zehou war-zu Kergov ha Pontoulleg. Just a-raok meilh Bontoulleg, kit a-gleiz dre an hent tiekaat ha kemerit ar wenodenn war an tu kleiz. Ur wezenn-faou a servijo da verk deoc’h : treiñ a reoc’h a-zehou d’he c’heñver. Tremen a reoc’h dirak ur poull-kannañ. Kenderc’hel a ra ar wenodenn en un dangoad (heuilhit mat ar balizennoù). Troit a-gleiz war-zu an distro d’ar vourc’h. Pa’z eoc’h e-maez an dangoad, kentoc’h eget kerzhet war an ter, kit dre an hent treset a-hed ar park war-hed 600 m pe dost. Kendalc’hit dre an hent-kumun ha tremenit dirak kêriadennoù Kerdalae ha Kerc’homen evit distreiñ d’ho lec’h loc’hañ, e parklec’h an iliz.
Hent all ar c’halvar (hent ar meilhoù) gant 8 km pe war-dro : Heñvel eo an hent betek difourk hent maner Tremibrit. Eno, troit a-gleiz war-zu Kerdeo. Treuzit an hent-departamant 143 ha kemerit ar wenodenn goadek betek kalvar ar C’hrec’h. Kemerit a-gleiz ha kendalc’hit war-hed 500 m pe war-dro, ha troit a-zehou en un hent meinet a gaso ac’hanoc’h da Gerc’homen. Troit a-gleiz ha kendalc’hit war-eeun betek ho lec’h loc’hañ, e parklec’h an iliz.
HENT AN DIV DRAOÑIENN
Hent an div draoñienn en deus 16,5 km a hirder pe dost. Gantañ e c’haller ober anaoudegezh gant takad su ar gumun. Adalek parklec’h an iliz, treuzit an hent-departamant 143 war-zu ar vered, ha goude-se kit war-zu Kerc’homen, Kerdalae. War-lerc’h Kerdalae, kuitait an ter ha kemerit ar wenodenn balizennet a gas ac’hanoc’h betek Keralenn. Kemerit, a-gleiz, ar wenodenn goadek betek ar gloued. Ouzh ar gloued, kemerit ar wenodenn a-gleiz ha goude-se, troit a-gleiz war-zu an hent-departamant 43. Heuilhit ar balizennoù ha treuzit an hent-departamant 43 war-zu feurm Lannouezeg. A-raok erruout er feurm, kemerit ar wenodenn a-zehou evit diskenn er saon. Hedit stêr meilh Mogerveur ha goude-se pignit betek Kerambleveg. E penn ar c’hrav, kemerit a-zehou, ha diouzhtu an hent tiekaat, a-gleiz, pa dremenit dirak ar staolioù. Kendalc’hit war-hed 500 m pe war-dro, ha kit a-gleiz war-zu meilh Gergerc’hent. A-raok ar perc’hennaj, kit a-gleiz dre ar wenodenn a gas ac’hanoc’h da Bont ar Saoz, ar vevenn etre kumunioù Pouldregad ha Gwiler-Kerne. Pa’z eoc’h er-maez, treuzit an hent ha hedit kan ar Gwaien. Heuilhit ar balizennoù hag e erruoc’h e mengleuz Pont ar Rodou. Diskennit dre ar wenodenn a-zehou ha treuzit ar Gwaien dre ar pont bihan. Kit a-gleiz, ha goude-se a-zehou er pont kozh, ha goude-se a-gleiz adarre evit erruout tost d’an hent-departamant 143. Treuzit anezhañ war-zu ar Veilh Gomm ha heuilhit ar balizennoù betek ar Pont Meur. War-lerc’h ar Pont Meur, kit a-zehou war-zu ar Veilh C’hlas. Kemerit a-gleiz ur wenodennig hag a hed ur park. War-lerc’h ar wenodenn-se, kit a-gleiz evit erruout war hent ar Vourc’h Vihan. Treuzit feurm ar Vourc’h Vihan, ha kemerit a-zehou un hent tiekaat a gas ac’hanoc’h d’an arboretum. Emaoc’h en un takad gwarez añchadur an dourioù. Treuzit an arboretom betek lodennaoueg ar Foenneg Veur. Hedit al lodennaoueg betek an hent-departamant 43 a dreuzit e-tal ar sal Ti an holl. Goude-se, pignit dre an hent evit an dud war-droad, treuzit an hent-departamant 143 e-tal parklec’h an dachenn vell-droad. Kit e-barzh ar c’hoariva glasvez ha hedit an dachenn vell-droad. Kit da barklec’h Skol Sant Anton, kit a-gleiz hag a-zehou dre ar wenodenn, kendalc’hit en ur heuliañ ar balizennoù. E fin ar wenodenn, troit a-zehou evit mont betek parklec’h an iliz.
Hent all an arboretom gant 12 km pe war-dro : Heñvel eo an hent betek mengleuz Pont ar Rodou. Goude-se, kit gant ar skalier artizanel bihan ha treuzit an hent-departamant 143 war-zu Krec’h Waien ha goude-se Kergereon. Heuilhit an hent betek ar balizennoù, troit a-gleiz war-zu an arboretom. Evit distreiñ d’ar vourc’h, adalek an arboretom, ez eo heñvel an hent ouzh hent an div draoñienn.
Kavout a reoc’h leurioù piknikañ e meur a lec’h a-hed an hent.
an diharzherien
An Dic’harzherien a gempenn hag a vrava an 30 km gwenodennoù-bale a dreuz ar gumun. Bep pevare Meurzh eus ar miz, d’enderv, en em gavont evit dic’harzhañ pe kempenn un tamm eus an hentoù pe meur a hini. Bep bloaz a vez roet dezho ur skoaziadenn 3000 € gant Douarnenez Kumuniezh ha gant-se e c’hallont ratreañ ha neveziñ o dafar.
A-hend-all, an Dic’harzherien o deus krouet daou strollad bale, evit ergerzhet trowardroioù ar gumun, ha dre-se, gwellaat anaoudegezh pep hini a-fet ar gwenodennoù hag an hentoù war-dro ar gêriadenn. Ingalet eo ar strolladoù hervez o live :
– deraouidi d’ar Yaou d’enderv, loc’hañ eus parklec’h an iliz war-dro 1e45, evit un dro etre 6 ha 9 km
– tud arroutet d’ar Sadorn d’enderv, loc’hañ eus parklec’h an iliz war-dro 1e45, evit un dro etre 9 ha 13 km.
Bep bloaz e vez aozet un dro-vale digor d’an holl gant ar gevredigezh, d’an 8 a viz Mae, hag ur bourmenadenn e penn kentañ miz Eost, evit ober anaoudegezh gant glad ar gumun.
Erfin, lavaromp ez int ur sikour prizius evit raktres gwerje ar gumun er Foenneg Veur (plantañ ar gwez-frouezh, benañ, naetaat, kempenn…).
Darempredoù :
Yves Riou, 02 98 74 60 95, yvesriou29@wanadoo.fr
Raymond Midy, 02 98 74 63 82, raymond.midy@wanadoo.fr