KÊRAOZAÑ
STEUÑV KÊRAOZAÑ LEC’HEL (SKL / plu)
Ar Steuñv Kêraozañ Lec’hel zo un teul enebadus a dalvez da dermeniñ penaos aozañ douaroù ar gumun en un doare hollek. Termeniñ a ra ar reolennoù a ro da c’houzout e pe stumm e ranker sevel ar savadurioù, peseurt takadoù a rank chom naturel, peseurt takadoù a virer evit ar savadurioù da zont, ha kement zo.
Meur a deul a ya d’e ober. En o zouez :
– un danevell ginnig
– ur reoliadur gant ul lodenn c’hrafek (a vez anvet « takadiñ » alies, gant 4 seurt « takadoù » bras) hag ul lodenn skrivet ma vez deskrivet ar reolennoù evit pep hini eus an takadoù
– heñchadurioù terkañ ha programmiñ.
An « takadiñ » zo 4 seurt bras a dakadoù ennañ :
– U evit an takadoù kêraozet
– AU evit an takadoù da gêraozañ
– N evit an takadoù naturel
– A evit an takadoù labour-douar.
D’ar 1añ a viz Kerzu 2015 e oa bet kemmet an SLK e Pouldregad evit ar wech diwezhañ.
AOTREOÙ KÊRAOZAÑ
Pa roer un aotre kêraozañ e c’hall ar gumun gwiriañ ha graet eo bet al labourioù diouzh ar reolennoù kêraozañ. Hervez ar seurt raktres hag al lec’h e ranker kas ur goulenn aotre (aotre-sevel, terkañ…) pe un disklêriadur labourioù diagent. A-raok kregiñ d’ober labourioù e erbeder goulenn un testeni kêraozañ evit resev titouroù diwar-benn an dachenn ma vo graet labourioù.
Evit kavout teulioù ha daveennoù hag a sikouro ac’hanoc’h d’ober ho tifraeoù, klikit amañ.
Ar goulennoù kêraozañ klokaet (furmskridoù, tresoù…) zo da gas :
– pe d’ar chomlec’h postel-mañ : pouldergat.urba@orange.fr
– pe d’an ti-kêr gant 4 skouerenn.
Servij kêraozañ ti-kêr Douarnenez zo karget da blediñ gant an teulioù kêraozañ.
AR REOLIADUR
Kavout a reoc’h amañ dindan an elfennoù a ya d’ober SLK Pouldregad :
– an danevell ginnig
– ar reoliadur skrivet
– ar reoliadur grafek lodenn 1 / lodenn 2
– ar stagadennoù : skrivet / grafek
– an heñchadurioù terkañ.