PouldREGAD
KINNIG HA LEVRIG DEGEMER
Pouldregad zo ur gumun lec’hiet e su departamant Penn-ar-Bed, e Kerne. E kroashent ar Vro Vigoudenn, ar C’hab ha Bro-C’hlazik emañ hag ezel eo eus Kumuniezh kumunioù Douarnenez.
E Pouldregad e kaver ur gweledva gant girzhier stummet gant al labour-douar, ha peurvanoù peurgetket, gant tiez strewet ha kalz a gêriadennoù hag a feurmioù distro.
E 2019 e oa 1 213 den o chom er gumun. Dont a ra an anv Pouldregad eus ar brezhoneg « plou » hag eus Tergad, savet diwar To (rakger kozh a verk an doujañs) hag an anv-sant Ergad.
Er gumun ez eus ur skol bublik, un ti-bara ispiserezh, un davarn, ul levraoueg, un dachenn sportoù (mell-droad, tennis, petank), ul sal liezimplij, un ti ar yaouankiz hag un ti ar vugale, ur medisin hag ur c’habined klañvdiourien hag ur pemzek kevredigezh bennak.
Plijout a raio d’ar valeerien ergerzhet ar maezioù dre an hentoù don hag an traoñiennoù en disheol. Dre wenodennoù kempennet e c’haller diskoachañ gwazhioù-dour, manerioù, kalvarioù, milinoù, stêrioù-kanañ… An iliz eus ar XVIvet kantved, kemplezh he framm, ha kreiz bokedet ar vourc’h a zo danvez ur sell enno ivez.
Ret eo kontañ 10 munut evit mont war-droad eus ar skol, e norzh ar vourc’h, da sal Ti an Holl, er c’hreisteiz.
GWELED EUS AN OABL
E miz Gouere 2021 e oa bet filmet bourc’h Pouldregad eus an oabl gant Envolédia : beaj vihan war an uhelderioù, gant sonerezh.
DONT DA BOULDREGAD
Dre an hent
Adalek Kemper : mont war-zu Douarnenez. Ur pennadig goude Ploneiz, e kroashent-tro Bellevue, kemerit a-gleiz war-zu Pouldregad / Pontekroaz, Gwaien. E kroashent-tro Pouldregad, kemerit a-zehou evit mont d’ar vourc’h.
Eus Douarnenez : pignat dre garter Pouldahu, mont war-zu Pouldregad / Pont-’n-Abad.
Eus Douarnenez war varc’h-houarn : pignat dre garter brav Pouldahu, heuliañ ar biroù gwer evit tremen hep mont dre an hent-departamant (straed ar Garantez, Pontoulleg, Lanrieg, Kerilio, Rosternig, Dourigoù, hag erruet er vourc’h). Diwallit, un hent zo sav-disav…
Gant modoù treuzdougen boutin
Tren betek gar Kemper, ha goude-se, e gar ar c’hirri-boutin, kemer ar c’harr-boutin niv. 51 betek Douarnenez (arsav e gar Treboull da skouer), ha goude-se, kerzhet, ober biz-meud (eus karter Pouldahu, e traoñ al LODEF*) pe pellgomz d’un taksi. Chom a ra 6 km d’ober betek bourc’h Pouldregad. Gallout a reer a-wechoù lakaat ur marc’h-houarn e koufr ar c’harr-boutin niv. 51 ma n’eo ket leun a vagajoù.
*LODEF : Lojeiz dereat e feurm
ISTOR AR GUMUN
Mare rakroman
E-kichen kêriadenn Korn ar C’hoad ez eus ur vogeriad kreñvaet kelc’hiek 25 metr a dreuzkiz dezhi. Hervez ar Baron du Fretay e oa galian orin ar vogeriad-se, a oa bet furchet gantañ e 1893 hag e-lec’h m’en doa dastumet kalz a draezennoù metal. Er memes bloavezh, e pourpezioù Kerlivid e voe furchet ur grugell vihan goloet gant un daol-vaen. Er c’hev e voe kavet daou c’houstilh arem miret, ur beg saezh, ha boledoù maen.
Mare galian-ha-roman
Un bern roudoù a zo bet lezet gant ar Romaned a aloube ar gumun, evel m’en diskouez anvioù meur a gêriadenn (Kerc’homen, ar C’hestell, Kerstrad…), hag ivez un nebeud pennadoù hent roman ha mogerioù kreñvaet Trezent, Pengilli ha Botkarn.
Orin keltiek
En Arvorig, er Vvet hag er VIvet kantved, e voe gwelet kalz a vandennadoù Bretoned eus Breizh-Veur o tislestrañ war an aod goude ma voent skarzhet kuit eus o mammvro gant ar Saozon a aloube anezhi. Amañ e voe kavet ganto ur paou (pagus) kozh (anvet pagus-cap-Sizun e kartaioù ar Grennamzer) en em lede er Reter betek gwazh-dour ar Ri, en Norzh hag er C’hornôg betek ar mor hag er C’hreisteiz betek bae Gwaien ha stêr Pontekroaz. Er c’horn-bro-se, dindan levezon trevadenniñ ar Vretoned, e voe stummet unnek parrez. Pouldregad a oa unan eus ar re bouezusañ anezho.
Meur a zen tik gant an istor o deus graet enklaskoù diwar-benn istor Pouldregad ha dastumet o deus gouiziegezh war an dachenn-se. Rannet o deus ar frouezh eus o labour war ar Genrouedad :
Douaroù : ur bloc’h gouestlet d’an istor ha d’ar glad e bro Douarnenez, krouet gant Jean-René Perrot, ezel eus ar gevredigezh Amzer Gwechall.
E Wikipedia ez eus meur a rannbennad gouestlet da istor Pouldregad.