PESEURT ANV EVIT AN TREDE LEC’H DA ZONT ?
02/06/2022FEST SKOL YVES RIOU
09/06/2022E-kreiz miz C’hwevrer oa bet digoret ar stal vara ispisiri Bara glazig. Ar Meurzh, ar Merc’her, ar Gwener hag ar Sadorn e vez degemeret ar pratikoù gant Maïna Kervarec ha Nolwenn Coïc. Kalz a dud zo bet ar mizvezh kentañ met sioulaet eo un tamm an traoù an eil mizhvezh hervez Maïna. Kostez ar stal vara, ar bara lin, ar bara segal, ar gwastilli lipous (kouign-amann, financier, kouignoù breton), ar bara dous hag ar c’hrampouezh a ra berzh forzh pegement. Ar bagetennoù hengounel a vez kavet mat gant bugale ar skol (9 kiloiad bara a vez kaset d’ar skol bep sizhun). Produioù ugent produer bennak deus ar vro a vez kavet kostez an ispisiri : kig ha pesk (kig-moc’h Kerhomen, kig leue ha bevin Lannogat, kig deñved ar Menez-Hom, pesked Kerbriant), avaloù douar (Mogermeur), mel, sistr (Paul Coïc), bier (breserezh An Diaoul er Yeuc’h), boued dre laezh (Gentric, tomme eus ar C’hab), louzoù tizan (Skrignag)… Trugarez deoc’h d’ober bruderezh evit ar stal ha da genderc’hel da souten hor stalioù lec’hel !
Serret eo ar stal evit poent (vakañsoù). D’ar Meurzh 14 a viz Even, da 8 eur vintin, e tigoro en-dro.