skol bublik yves riou
ar skol
Emañ skol ar gumun e toull ar vourc’h, war hent Douarnenez. Degemer a ra etre 70 ha 80 bugel, ingalet e 3 pe 4 c’hlas. Mont a ra ar vugale d’ar skol d’al Lun, d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener, eus 8e45 da 11e45 hag eus 1e30 da 4e45.
Met piv e oa Yves Riou evit gwir ? Ur skolaer difouge e oa, lusket gant galvidigezh an deskadurezh he deus graet dezhañ rannañ e ouiziegezh gant bugale Pouldregad, hag ivez gant an oadourien a heuilhe e gentelioù. D’ar 16 a viz Kerzu 1942 e oa bet harzet gant ar Gestapo en e glas, a-raok bezañ deportet da Alamagn ma varvas d’an 8 a viz Mae 1944, e kamp-tolp Sachsenhausen.
Darempred ar skol : 02 98 74 62 97, ec.0290442Y@ac-rennes.fr
Darempred KTS (Kevredigezh tud ar skolidi) : ape.pouldergat@gmail.com




RAKTRES DIGERIÑ UR C’HLAS DIVYEZHEK
E miz Kerzu 2020 e oa bet goulennet gant ar Rektordi digeriñ ur c’hlas divyezhek e skol ar gumun. Asantet eo bet ar goulenn-se ha raktreset eo digeriñ ar c’hlas-se e miz Gwengolo 2023 gant ma vo trawalc’h a vugale enskrivet (8 d’an nebeutañ).
Peseurt bugale a c’hellfe dont er c’hlas nevez-se ?
– Ar vugale ganet e 2018, 2019, 2020 ha 2021
– O chom e Pouldregad pe e kumunioù tro-war-dro lec’h ma ne vez ket kinniget klas divyezhek publik ebet.
Ma fell deoc’h lakaat anv bugel er c’hlas-se adalek an distro-skol 2023, trugarez da leuniañ ar feurmskrid rakenskrivañ ha kas anezhañ en-dro d’an ti-kêr a-raok ar 15 a viz Kerzu 2022.
Gouzout hiroc’h :
– plegfollenn war ar c’helenn divyezhek
– mont e darempred gant Ingrid Audoire, eus Ofis publik ar brezhoneg : ingrid.audoire@opab.bzh
– ur filmig war ar c’helenn divyezhek (6 mn).