sport
pouldergat sports
Pouldregad Sportoù zo unan eus ar c’hevredigezhioù arouezus eus ar gumun. Ar c’hlub a lido e gant vloaz e 2023 (krouet e oa bet e 1921 hag anavezet ent ofisiel e 1923), ar pezh a ra anezhañ unan eus kluboù koshañ ar c’horn-bro.
Er gevredigezh ez eus war-dro 70 ezel, etre ar c’hoarierien, ar renerien hag an dud a-youl vat. Er c’hlub ez eus daou skipailh henidi enskrivet er c’hampionad distrig hag ur skol vell-droad (s.o. ar rubrikenn buheziñ yaouankizoù). Ar gourdonañ a vez d’ar Merc’her ha d’ar Gwener d’abardaez eus 7e da 8e20 evit an henidi, ha d’ar Merc’her ha d’ar Sadorn d’enderv evit ar vugale. Ar matchoù a vez d’ar Sul d’enderv er stad Eugène Deudé.
Pal pennañ ar gevredigezh eo pleustriñ ar vell-droad en un endro karantezus ha kevannezus. Setu m’eo deuet mat holl annezidi ar gumun evit kreñvaat ar skipailhoù, kalonekaat ar c’hoarierien pe tremen ur momed plijus asambles e tavarn ar stad hepmuiken.
Gouzout hiroc’h diwar-benn istor ar c’hlub.
Darempred hag enskrivadurioù : André Savina, 06 68 67 32 51, andre.savina@sfr.fr
TACHENNOÙ SPORT AR GUMUN
Ar gumun he deus meur a dachenn sport etre kreiz ar vourc’h ha Ti an holl :
– un dachenn vell-droad er stad Eugène Deudé (moned frank nemet pa vez gourdonerezh pe matchoù)
– un dachenn vasket (moned frank)
– un dachenn dennis (moned frank)
– un dachenn c’hoari bouloù (kevezadegoù petank d’ar Gwener d’enderv).
Sko ouzh ar greizenn liessport, ar c’hoariva glasvez a ginnig un nebeud c’hoarioù evit ar vugale hag un daol biknikañ goudoret.
PLAENENN AR SPORTOÙ
Plaenenn ar sportoù er c’harter Ploare e Douarnenez a vod daou aveadur sport eus ar gumuniezh.
Er sal liessport ez eus :
– un hall sport 1 200 m², gant 250 azezenn, ma c’haller pleustriñ ar sportoù a-stroll (basket, volley, mell-dorn) hag ar badminton,
– ur sal 150 m² evit ar pezh a sell ouzh an dañs,
– ur sal 309 m² gouestlet d’ar jiminas ha d’ar sportoù emgannañ (ringoù, tatami),
– ur voger grapañ artifisiel e par an departamant, gant 10m a uhelder hag ouzhpenn 24m a ledander.
Ouzhpenn 1 800 a dud a zarempred ar framm bep sizhun. Gallout a reer aozañ eno kevezadegoù e par ar rannvro.
Er stad dour ez eus :
– ur poull sport gwiriekaet 25 metr hed gant 6 trepas, hag un donder a 2 vetr e pep lec’h,
– ur poull evit ar vugaligoù,
– ur poull evit c’hoari ha deskiñ,
– ur pentagliss gant 3 roudenn,
– ur c’horn distegnañ gant ur saona, un hammam, ur jakouzi, strinkerezoù dour-dorloiñ,
– derezioù.
Eurioù, prizioù, obererezhioù, abadennoù.
Plaenenn ar Sportoù zo un aveadur savet da zoujañ an ekologiezh (choaz an danvez, meradur an energiezhioù hag an dour…).