TREUZKEMM EKOLOGEL

uR BOLITIKEREZH EVIT AN HIN HAG AR vevLIESSEURTED

D’an 30 a viz Gwengolo 2021 e oa bet degemeret ur SHAET / PACAET (steuñv hin, aer, energiezh an tiriad) gant dilennidi Douarnenez Kumuniezh. Un teul strategel hag oberatael eo hag a zo bet savet evit digreskiñ ar skog karbon en hor c’horn-bro.

Douarnenez Kumuniezh he deus lakaet da bal digrekiñ he dilaoskadennoù karbon a 15-20 % ac’hann da zibenn ar respetad e 2026. Ur roll war-dro 200 ober zo bet savet. Graet e vo war-dro oberoù a-raok re all hervez kizidigezh an dilennidi, disoc’hoù an enklask keodedel, diouzh ma vez kavet peadra da arc’hantaouiñ anezho ha diouzh ar bec’h roet gant obererien ar gevredigezh keodedel.
Evit gouzout hiroc’h war ar SHAET.

Er gumun ivez e klaskomp labourat evit digreskiñ hor skog karbon ha prientiñ ur gevredigezh da zont ma vo bevezet nebeutoc’h a energiezh ha ma vo doujet muioc’h an holl boudoù bev. Kavout a reoc’h amañ dindan titouroù diwar-benn un nebeud chanterioù hon eus roet lañs dezho abaoe 2020.

GWERJEZ AR GUMUN ER Foenneg Veur

Gwez avaloù, gwez per, gwez kraoñ, gwez kiwi, gwer prun, gwez kerez… ret vo kavout a bep seurt evit ma kavfe pep hini e lod.

Dilennedi, dileuridi eus Diharzherien, ha Patrick ha Paul eus servij teknikel ar gumun, a labour abaoe un nebeud mizioù evit kas raktres gwerjez ar gumun da benn. Anv zo da gempenn ul lec’h evit ur werjez ha liorzhoù lodennet e tachenn ar gumun er Foenneg Veur. Palioù ar raktres eo :
– krouiñ liammoù etre an annezidi
– diheñchañ ar wenodenn a zo anezhi en un takad n’eo ket betonet
aesaat an emrenerezh a-fet boued hag aesaat beveziñ boued eus ar vro
kinnig ul lec’h pedagogel (skol, degemer kreizennoù dudi, annezidi) evit kas abadennoù en-dro d’ar gwez-frouezh (krennañ, imboudañ, kempenn…).

Deiziataer evit kas al labourioù da benn :
miz Here 2021 : distrouezhañ an dachenn
miz Du 2021 : chanter foran evit plantañ war-dro tregont a wez-frouezh hag a dadoù-kef. Bugale ar skol o deus roet an dorn ivez.
2022 : staliañ taolioù ha bankoù.

D’ar 5 a viz Mezheven 2021 e oa bet aozet ur foar an dilhad. Gallet e oa bet gounit 700€ hag a zo bet dispignet evit naetaat an dachenn hag evit prenañ gwez.

KUZUL BOUTIN EVIT AN ENERGIEZH

Gant an SDEA / SDEF (Sindikadoù-Departamant an Energiezh hag an Aveadur e Penn-ar-Bed) e vez skoazellet ar strollegezhioù tiriadel evit mestroniañ gwelloc’h o dispignoù a-fet energiezh en ur ginnig ar servij Kuzul Boutin evit an Energiezh (KBE / CEP). Fellout a ra da gumun Pouldregad beveziñ nebeutoc’h a energiezh ha dileuskel nebeutoc’h a c’hazoù efed ti-gwer, ha diorren an energiezhioù nevezadus en he savadurioù. E deroù 2022 e oa bet sinet un emglev harpañ 3 bloaz gant an SDEA.

Ar chanterioù evit an 18 miz kentañ :
– ober ur bilañs energetek eus glad ar strollegezh liammet ouzh he c’hefridioù ha kinnig ur steuñv erbedadennoù.
– aozañ devezhioù evit kizidikaat an dilennidi hag an deknikourien.

roteliÑ LASTEZ GLAS AR GUMUN

Betek 2021 e oa boas implijdi ar gumun da gas lastez glas ar gumun da lastezerezh Lannurgad. Evit ma vo bevezet nebeutoc’h a c’hazeoul gant ar gumun hag evit ma vo digresket koust al lastez e oa bet kempennet un dachenn d’ar gumun e Kerc’homen e miz Genver 2022 evit gallout roteliñ ar glazachoù bihan ha braeat an diskoultroù. Diwallit, miret eo ar savenn roteliñ-se evit glazachoù ar gumun ha n’eo ket evit an dud prevez. Kinnig a ra Douarnenez Kumuniezh d’an annezidi un tamm skoazell evit braeat ar glazachoù (50€ d’ar muiañ bep bloaz hag evit pep tiad).

rOUEDAD bruded

Kumun Pouldregad, evel hini ar Yeuc’h, zo ezel eus ar gevredigezh Bruded.

Bruded zo ur rouedad rannañ skiant-prenet etre ar strollegezhioù war holl dachennoù an diorren padus. Ar memes c’hoant o deus da vont war-raok asambles evit mont buanoc’h war hentoù an treuzkemm energetek, ekologel ha sokial. Ar gevredigezh, krouet e 2005, zo enni ouzhpenn 240 kumun ha 6 kumuniezh-kumunioù e 5 departamant Breizh en deiz hiziv.

Ar rouedad en deus tri fal da gas war-raok da gentañ-penn :
rannañ skiant-prenet etre ar strollegezhioù ezel (gweladennoù, emgavioù, lakaat an dilennidi e darempred war-eeun gant dilennidi all, treuzkas teulioù…)
tennañ splet eus an oberoù hag al labourioù kaset da benn (teulioù boutinaat tematek, fichennoù raktresoù, videoioù…)
harpañ taolioù-arnod ar strollegezhioù a c’houlenn evit lakaat anezho da dennañ gounid eus skiant-prenet ha nerzh ar rouedad
aozañ devezhioù evit kizidikaat an dilennidi hag an deknikourien.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn Bruded